• troidigezhioù / translations

    Rabindranath Tagor -  Er gêr hag er bed

     

     

                                       

     

     

     

     

     

     

     

           ঘরে বাইরে

    " Un ikis a romant eo Er gêr hag er bed, gant Tagor. Diamzeriet e meur a geñver, met chomet modern-kenañ war ar memes tro. E Bangal emaomp, da vare al luskad broadelour anvet Swadeshi. Aduidi an emsavadeg-se a enebas ouzh rannadur ar vro e div lodenn gant ar gouarnour saoz Lord Curzon. Broudet e voe ar spered broadelour pelloc’h ha boikotet e voe ar produioù enporzhet diouzh Bro Saoz, e sell da ziorren an ekonomiezh lec’hel. War al leurenn ledan-se e vez roet buhez da deir zudenn gant Tagor. Ganto e vo kontet an istor a bep eil : Bimala, ur vaouez nevez euredet gant Nikhil, ur priñs pinvidik, ha Sandip, unan eus pennoù bras al luskad Swadeshi. Teir unangomz ha tri savboent a ya d’ober steuñvenn ar skrid neuze. Bimala a zo plac’h ar gêr, hervez an hengoun. Hegredik ha dizesk. Ober a raio anaoudegezh gant ar bed a-drugarez d’he gwaz, un den fur anezhañ, desket ha doujus. Gantañ eo e vo lakaet e darempred gant Sandip, paotr an dispac’h hag ar vroadelouriezh indezat rik. Er penn kentañ e vo-hi boemet gant komzoù Sandip, a seblant dezhi dieuber hag hael-kaer. Drezañ e tifluk ar bed diavaez betek enni. Re ziwezhat e kompreno pegen touellus eo Sandip avat. Ha skoulmet an drama. Puilhañ a ra ar metaforennoù romantel ha kevrinek dindan pluenn Tagor, ken e teu da vezañ un tammig stambouc’hus ar skrid a-wechoù. E genedelouriezh-se a zegas soñj eus skridoù lourennek e-giz Kannenn ar c’hanennoù. Yann Varc’h Thorel en deus klasket reiñ da dañva yezh vlizidik Tagor oc’h ober gant gerioù pe droiennoù nebeut anavezet. Diaesoc’h a-se ar skrid, seul vui ma ne c’hoarvez ket kalz traoù en tu all d’an divizoù ha d’an unangomzoù diabarzh… Mar deo kizidik ar mod da livañ an tudennoù, e chomont unvloc’hek betek re. Santout a reer diouzhtu en deus graet Tagor un dibab. Un den mat ha glan eo Nikhil, p’eo fallakr Sandip. Pilpous ha lorc’hus n’eo ken. War zigarez enoriñ e vro hag e bobl, n’eo angoulet nemet gant ar galloud, an arc’hant hag ar merc’hed. Tudenn Bimala a zo kemplesoc’h ha dedennusoc’h. Loveal a ra etre Nikhil ha Sandip. Emdreiñ a ra. Klask a ra he hent ha faziañ a ra… Un levr talvoudus ha dedennus eo Er gêr hag er bed en desped d’e dechoù fall. Ur vrav a freskenn istorel, sokial ha bredoniel eo, ha n’eo ket digoulzet e demoù. Stuz ar merc’hed er bed hag e Bro-Indez a zo livet kaer. E 1922 en doa skrivet Tagor kement-mañ d’ur mignon dezhañ : « En hor bro ivez, ur wech dieubet eus o hualoù disol, e tizho ar merc’hed o denelezh en he leunded, hag ar baotred ivez, da neuze, a dizho o leunded ». Ar c’hudennoù relijiel a zo chomet bev-mat kenkoulz all. Er romant ez eus sach-blev etre hindouidi ha muzulmaned. Pouez ar bedelaat war ar produioù lec’hel a zo chomet ur gudenn a-vremañ, ’m eus aon. Petra nevez ? Erfin, an doare ma c’hell bezañ direizhet uhelvennad un emsavadeg gant ur marc’h-blein disleal a zo diskouezet splann gant Tagor. Disfiz e tiskouez an aozer e-keñver nep ideologiezh : « mar klaskomp reiñ stumm d’ar mad, evel pa vije ar mad un dra bennak danvezel, en do e zial, kriz : divuhez e yelo ». Peadra da hirbrederiañ war hor bed kempred."

    Malo Bouessel du Bourg in Heklev sevenadurel Al Liamm, “Petra nevez ?”

    https://docplayer.fr/111272584-Sevenadurel-a-dreuz-lenn-2-petra-nevez-7-kelaouennou-17-notennou-23.html

     +++

    " Gnôthi seauton ! Anavez-te da-un ! Sed kentel a c’hellfe bout hini Rabindranath Tagor en e levr (1916) Ghare baire, Er gêr hag er bed. En oberenn-se e tezrevell an aozer istor kriz ha trivliadel war un dro, prederioù hag oberioù un tiegezh, hini Bimala, ar vaouez-rouanez Rani, Nikhil ar Maharaja, anezho tud uhel, pinvidik, desket ha teirvet tudenn ar reuzc’hoari, o c’houviad Sandip, broadelour enep-Saoz taer ha korvigellus an emsav Bande Mataram (Buz d’ar Vamm), hag o hentez. Pep hini anezho o tisplegañ dimp d’e dro an darvoudoù a vuhezont, o emselloù, o emc’hwilioù, a-benn diskuliañ an tennderioù o zreant. Un eskemm, un ensiladenn a zo etre endro an diabarzh (ar gêr), a gas da zismantr al liammoù e-kreiz an tiegezhiad, hag hini an diavaez (ar bed), ar gevredigezh o kemm, eus an aergelc’h hengounel ha trevadennel, d’un amkan dispac’hel, arnevez ha broadelour. Hogen eus ur bedig kloz ivez, un aior goudorus, ul lec’h a guñvez hag a beoc’h, a voazioù diamzeret avat, hini ur c’hoskor diazezet war ar renkadoù, betek un egor trefuet, en arvar, o ’n em glask, distabil ha feuls, ec’honder a enebiezh, a stourmoù evit chom bev hag evit diorren e-ser treuziñ reuzioù ar vuhez. Ur mone-done diehan etre un emouestl hiniennel hag an emskiant strollel. Kêr ar maouezed, bed ar baotred… Ur prederour, ur barzh, ur skrivagner hag ur gweudour indezat hag hindouat e voe eus Tagor ivez. Par eo teir zudenn ar c’hoari d’ur gwengel kalz uheloc’h e zanvez, kalz donoc’h e speredelezh en eñvor hindouiz : ar Ramayana gant Valmiki ; Nikhil, Bimala ha Sandip o vout par ha kar da Rama (7vet avatar Visnu), Sita e wreg bet laeret ha bac’het gant ar Raksasa (Fomoire a lavarfe Iwerzhoniz) Ravana. Ur vaouez, ur Riegezh indezeuropat all, ur Sakti pa lâran mat, etre he gwaz hag ur “pabor” all, en arvar etre ar Reizh hag an Amreizh, ar Mad hag an Droug, hep gouzout e pelec’h emañ ar Wirionez, ar Gwir : “Salv-me, Gwirionez ! Na ’m lez mui biken da hirvoudiñ da baradozioù liverus an Touell.” (p.144). Rigantona pe Chota Rani : “e kement lec’h ma revez ar gaou e gwir, e reer eno gwirionez anezhañ… Evit ar re a c’hallo krediñ e gwir ez eo o bro un doueez e troy dien he skeudenn da wirionez. » (p.160-161). Dav menegiñ ivez gouez da Saraju Gita Banerjee en he gourfennc’her : “Perzh eo ar varzhoniezh en danevell penn da benn evel un dudenn… Dindan bloz ar stergann e ra dezho meizañ ez int kenereet da gement a zo Hollved… Sed spered oberenn Rabindranath Tagor, an denelour dreist da nep broadelouriezh.” Ur spered hindouat-tre, a lavarfen-me.

    Kement hag echuiñ ganti, menegomp ez eo troidigezh Yann Varc’h Thorel pinvidik-kenañ, betek re a wezhioù, arnevez, heson ha resis, hogen diaes da lenn d’an deraouidi moarvat… Strivoù ’zo dav ober dalc’hmat e-sigur uhelaat live hor yezh, gwir eo. Setu pezh a soñje ivez, gant bevennoù avat, Roparzh Hemon. Hennezh en doa gouestlet testenn gentañ e zastumadenn Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh da R. Tagor(e), bet embannet kerkent ha niverenn Ebrel 1923 Breiz Atao : « Tagore ha diskar ar C’huzh-Heol » ! Kregiñ a reas gant bommoù az echuin ganto : « Ar beajour a rank skeiñ ouzh pep dor estren a-raok dont d’e hini, hag e ranker kantren dre an holl vedoù a-ziavaez a-raok tizhout an neved ar muiañ a-ziabarzh en diwezh. – Tagore. »"

    Yann Duchet – Levrioù / Livres

    http://fondationyannfouere.org/wp-content/uploads/2019/02/539-page-008.jpg

     ________________________________________________________________

    灵山

     

     

     

    灵山

     

     

     

     

     

     

     

     

     

     

                  高行健 :《灵山》

     

                                                                              Gao Xingjian - Menez an Ene

                                                                      Embannadur Apogée, Rennes, 2010

     

    Bet "Priz dazont ar brezhoneg" digant Ranndir Breizh 

    收了布列塔尼大区的“布列塔尼语的将来奖”

    ***

    " Bemdez e lennan ur rann eus Menez an Ene, deuriet bras gant an danvez ha gant ar yezh. Divarc'het on gant soutilded ha finded preder an aozer — kevaraezet a dra sur gant loazioù ar sinaeg (soñjet ’m eus er splet e vije bet evit Lacan sevel e skridoù e yezh Gao Xingjian). Boemet on bet ivez gant herded an troer o korvoiñ gallusterioù ar brezhoneg, o tennañ ster da skouer a gevenebiñ furmoù angediet ha furmoù dianged al leurelloù. Goulven Pennaod a lavare : “Ni zo o tont a bell”… Hiziv e c'hellomp lavarout :  “Ni zo o vont da bell”. "

    Guy Etienne - 2010

    _________________________________________________________________ 

    shonar kella                             

                                              troidigezhioù / translations

     

            

     

     

     

     

     

     

     Shonar Kella                              

                  The Golden Fortress   

     

    The golden fortress

     

     

     

     

     

     

     

     

     

     

     

     

     Satyajit Ray -

    Skrapadenn ar paotr a zalc'he koun eus e vuhez kent

    An Alarc'h embannadurioù, 2007

    ________________________________________________________________

    Сон смешного человека

     

     

     

     

     

     

     

     

     

     

     

               Сон смешного человека

    Сон смешного человека

     

     

     

     

     

     

     

     

     

     

     

                                                         Fiodor Dostoïevski :  Hunvre un den lu ,

    troidigezh en ur ser gant André Markowicz,

    An Treizher, 2006 

    _____________________________________________________________________

     

    Lu Wenfu 陆文夫

     

     

     

     

     

     

     

     

     

                 陆文夫 《井》 

     

    Ar puñs He Yifu

         " Ar puñs ", golo gant He Yifu

    陆文夫 《井》

                                                                Lu Wenfu "Ar puñs"

    Skrid Mouladurioù Hor Yezh, Lesneven, 1993