• skridoù ganin / personal works

    skridoù ganin / personal works 

    " Ar skrilh a lavaras Sut ! (ha hi seven c'hoazh)",

    barzhonegoù ha troidigezhioù, ABER, Landeda, 2015

     

    « Ur mignon 'm eus e Beijing. Bihan-tre eo e di. Tri fezh zo ennañ. Bihan eo an daou bezh sko ouzh an hanternoz hag ouzh ar c'hreisteiz. Ken bihan all eo ar pezh kreiz. Ennañ avat e vev skrilhed. Poazhañ a ra riz da alej dezho e pladoù porselen-Sina. Ha dour e skudelloù porselen ken bras hag ivin ho piz-bihan, livet warno bleunioù ha geotennoù... P'o devez debret hag evet o gwalc'h e kanont a-heligentañ.
    Amañ e Breizh e werzher er stalioù skrilhed a vagadoù d'ober boued d'an naeron ha da amprevaned all...
    Hiraezh a vag skrilh va c'halon da di bihan va mignon. »

     

    ***

    « Aet oa Arzhel

    ar bleiz-bouzel

    Oc’h abona

    war brad Mona 

    Arsa ’ta !

    Che ! Oc’hola !... »

    Savet eo bet Ar skrilh a lavaras Sut ! diwar genganoù, trouzadelloù, c’hoarioù sonioù ha c’hoarioù gerioù. Barzhonegoù ha danevelloù fentus, skañv ha kizidik, evit ar vugale. N’omp ket pell diouzh spered ar rismodelloù. Ne zisplijo ket al levr-se d’an dud deuet evelkent, gant ma talc’hont soñj eus bed hud o bugaleaj hag eus furnez voemus kontadennoù Sina. Darn eus an testennoù a zo bet ijinet ha savet e brezhoneg gant Yann Varc’h Thorel e-unan, lod all a zo bet troet gantañ diwar ar sinaeg pe diwar Tristan Corbière, Tagore, Apollinaire, Garcia Lorca, Bonnefoy, Keineg... Ur veskailhez vourrus daoust dezhi bezañ gwall luziet...

    Malo Bouessel du Bourg

    Al Liamm Heklev sevenadurel, Petra nevez ?

    http://m.alliamm.bzh/testennou/heklev/heklev_415.pdf

    ______________________________________________________________

     

    skridoù ganin / personal works

     " A zehoù d'ar c'hounabr - Lizhiri ur bargeder ",

    An Treizher, 2006

    Livadennoù ha kaerskrivadennoù gant He Yifu

    ____________________________________________________

     

    An Anv dinamm, an Divarvel forbannet ha Fur ar Varzhoniezh

    " An Anv Dinamm, an Divarvel Forbannet ha Fur ar Varzhoniezh "             Skrid, Mouladurioù Hor Yezh, Lesneven, 1996

    Studienn war istor an diernac'h Tang hag ar varzhoniezh klasel e Sina, d'he heul troidigezhioù un 30 barzhoneg gant Wang Wei, Du Fu, Li Bai. 

    Kaerskrivadennoù gant He Yifu.

    skridoù ganin / personal works        skridoù ganin / personal worksskridoù ganin / personal works

                     Wang Wei

            Du Fu                                                                                      Li Bai

     ________________________________________________________________